| |

|
An diskouezadeg-red-mañ a zo kinniget da skolioù, ensavadurioù hag aozadurioù Breizh.
Gallout a reer kaout anezhi e galleg pe e brezhoneg.
Evit kaout anezhi,
kit e darempred gant Skol-uhel ar Vro,
pellgomz: 02 97 68 31 10.
Diskouezadeg empentet ha savet
diwar Atlas Breizh
Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella
evit Skol-Uhel ar Vro.
Empentet eo bet Atlas Breizh
gant skoazell arc’hant rannvro Breizh ha sikour teknikel Ofis publik ar brezhoneg.
|
Kreñv-spontus eo deuet da vezañ nerzh ar skeudennoù er bed a-vremañ. Alies-mat e kemeront o c’hreñv war ar skridoù pa c’hallont bezañ
komprenet war ar prim, daoust m’eo gwir e c’hallont bezañ treuzkomprenet a-wechoù ivez hervez doare gwelet pep hini. Emañ ar c’hartennoù etre
an daou zoare-se. Mesket e vez enno ar skeudenn hag ar skrid, ha ne vez ket ezhomm bezañ kelaouet hiroc’h evit kompren anezho, da vihanañ
kement-se eo pal uhelañ ar douaroniourien hag ar gartennourien.
Kontañ traoù a ra ar c’hartennoù, reiñ da gompren, heñchañ an dud hag
a-wechoù ivez skeudenniñ ur gaoz pe ur c’hoant. N’eus kartenn neptu ebet; evel kement tra a zo n’eo nemet frouezh an doare ma weler ar bed.
Savet eo an diskouezadeg “Kartennoù evit kompren Breizh” diwar Atlas
Breizh. Kemeret eo bet ennañ an holl gartennoù a c’haller gwelet amañ. Gallout a reer kaout ur gwel sintetek eus gwirvoud Breizh, eus
he douaroniezh, hec’h istor, he sevenadur, hec’h ekonomiezh hag,
evit ober berr, eus ur bern traoù hag a ya d’ober Breizh. Emañ ar pouez
gant ar c’hartennoù en diskouezadeg-mañ. Degaset e vez ar gaoz gant
ar skridoù met gant ar c’hartennoù emañ ar perzh pennañ...
[Klikit amañ evit gwelet deiziadoù hag lec'hioù an diskouezadeg] (Pajenn e galleg) |
|