Brezhoneg | Français
Atlas Breizh
 
 
Al levr
Kinnig
Taolenn
Pajennoù 'zo
Skouerioù kartennoù
Pelec'h kavout anezhañ?
Ar c'heleier
Dedioù, saloñsoù
Digoridigezh an diskouezadeg
Priz bras al Levr
An abadenn
Atlas Breizh war
France Bleu Breizh Izel
An diskouezadeg
Kartennoù evit kompren Breizh
Ar skritell
Kartenn ar bed e brezhoneg
Ar gartenn-bost
Ar steredegoù e brezhoneg
An aozourien
Mikael Bodlore-Penlaez
& Divi Kervella
Frederig ar Mouilhour,
luc'hskeudenner
An embanner
Coop Breizh
 

   
 

Titre Atlas de Bretagne / Atlas Breizh

Logo Grand Prix Livre Bretagne Digwener 20 a viz Mae 2011: Resevet eo bet Priz Bras al Levr "Taol Kalon" gant an "Atlas de Bretagne / Atlas Breizh"

Ar re o deus gounezhet ar prizioù "Produet e Breizh" e 2011
Bep bloaz e vez aozet abadenn Priz bras al Levrioù hag ar Pladennoù gant Produet e Breizh. E 2011, e oa gounezhet ar priz gant pevar levr ha pemp pladenn. Roet e vez gant ur juri eus tud a vicher (levrierien, pladennerien, kazetennerien). Resevet eo bet Priz bras al Levr "Taol Kalon" gant an "Atlas de Bretagne / Atlas Breizh".

Lauréats du Grand Prix du Livre en Bretagne 2011

Atlas de Bretagne / Atlas Breizh, Priz bras al Levr "Taol Kalon"
Divi Kervella ha Mikael Bodlore-Penlaez, aozerien Atlas de Bretagne / Atlas Breizh

Prix du Livre en Bretagne Atlas de Bretagne / Atlas Breizh

Resevet eo bet Ya d'ar Brezhoneg gant Produet e Breizh
Tesevet e oa bet gant Jakez Bernard, Prezidant Produet e Breizh al label Ya d'ar Brezhoneg gant Lena Louarn, Prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha Bez-Prezidantez Kuzul rannvro Breizh. Ober a ra bremañ kalz evit brudañ ar brezhoneg.

Ya d'ar Brezhoneg

Priz bras al Levr...
Frank Darcel, Olivier Polard, Laurent Chaliot, aozerien meur eus Rok, ul levr kaer diwar-benn istor ar sonerezh rock e Breizh o deus resevet Priz bras al Levr e rann "Levr kaer".
Thérèse Bardaine & Yannick Hemeury o deus resevet priz ar roman evit o levr Marin ha Hervé Lossec ur priz evit e levr Les Bretonnismes, a zo bremañ ur best-seller gant mui a 150 000 skouerenn gwerzhet.

Rok

Priz bras ar Bladenn
Aodan, unan eus ar gounezherien Priz bras ar Bladenn evit o albom sonerezh "Origin" o deus produet o-unan. Didier Squiban & Sheer.k evit "Mesk !"
, Roland Becker evit "Immrama", Startijenn evit "Kreiz da fas !" ha Louise Ebrel evit "Ma Zad Ma Mamm" int ar re all o deus gounezhet.

Aodan

Priz ispisial
N'eo ket ret kinnig ar Vreudeur Morvan, memor bev ar C'Han-ha-Diskan e Breizh. Resevet o deus bet ur priz gant Jakez Bernard.

Ar Vreudeur Morvan

 
     
 


Degemer Krec'hPajenn a-raok | Muiañ d'ar sinedoù  


© Atlas de Bretagne / Atlas Breizh • Pep gwir miret strizh • 2011
Graet gant: Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella (Geobreizh.com)

Levr embannet gant an Embannadurioù Coop Breizh
gant skoazell Rannvro Breizh ha sikour Ofis Publik ar Brezhoneg